Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

L'armoire de la souris de bibliothèque
Ar blog mañ a gomz eus levrioù em eus lennet hag a ro ma ali diwarno. Ce blog parle des livres que j'ai lu et de ce que j'ai pensé sur eux.

Rummad: Albomoù e brezhoneg

19/05/2009 GMT 1

Istor ar c'hoz vihan a felle dezhi gouzout piv a oa bet oc'h ober kakac'h war he fenn (Werner Holzwarth / Wolf Erlbruch)

sourikili @ 07:02

Istor ar c'hoz vihan a felle dezhi gouzout piv a oa bet oc'h ober kakac'h war he fennIstor ar c'hoz vihan a felle dezhi gouzout piv a oa bet oc'h ober kakac'h war he fenn eo. Mont a ra da c'houlenn digant ul labous, ur mac'h, ur c'had, ur gavr, ur vuoc'h ha gant ur pemoc'h ma oant bet oc'h ober kakac'h war he fenn met ne oa ket ar re se...

Farsus eo al levr se.

29/04/2009 GMT 1

Chutel Nina (Christine Naumann-Villemin, tresadennoù gant Marianne Barcilon)

sourikili @ 07:44

La tétine de Nina Troet eo bet e  Brezhoneg gant Hipolenn. Unistor evit ar re yaouank (2 pe 3 bloaz) eo.

Nina n'en deus ket c'hoant kuilaat e chutel... Mont a ra hi da bourmenn ha kavout a ra... UR BLEIZ !!!!

Plijet on bet gant al levr mañ pegwir eo farsus.

10/01/2009 GMT 1

Ar skrivadenn (Antonio Skarmeta)

sourikili @ 09:58

ar skrivadennAl levr plijus-mañ meus kavet souezhus, buhezek hag un tammig trist ivez peogwir eo un diktatouriezh ar vro ma tremen an istor, ar Chili. Neuze tad ur mignon da bPedro a zo harzet peogwir eo a-enep an diktatourezh. Tud Pedro ivez a zo a-enep an diktatourezh. Met an diktatourien ne ouezont ket. Un deiz e teu ar c'habiten Romero er skol evit reiñ ur skrivadenn d'ar vugale...
Ar skeudennoù graet gant Alfons Ruano meus kavet brav-kenañ ivez. Eus LENN HA DUDI 2008-2009 eo al levr mañ.

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust